An dezertour

De TESTS Wikitrad
Révision datée du 19 janvier 2010 à 05:50 par Lady Fae (discussion | contributions) (Page créée avec « {{chansons |Image=Image:lapin.jpg |Auteur = Anonyme |Compositeur = Traditionnel |Interpretes = |Origine = |Danse = |mp3= }} == Paroles == <poem>Un devezh oan dez... »)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Aller à : navigation, rechercher


Informations diverses

Paroles : Anonyme
Musique : Traditionnel
Interprètes :
Origine :
Danse :
Mp3 :
Lapin.jpg

Paroles

<poem>Un devezh oan dezertet deus penn ma batailhon Me ober ur sell war ma lerc'h, remark ma c'habiten

Ma c'habiten oa war varc'h, me oa ivez war droad Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez kamarad ?"

Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez kamarad ?" Ha distro 'ta war da giz da ramplis da vatailhon"

Me zistroas war ma c'hiz evit monet d'am c'hazarn Gant ma visaj kolouret, ma fas karget a spern

Pa oan 'ruet 'toull ma c'hazarn 'tiwiskas ma c'hapotenn Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn

Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten

Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se

Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se 'Benn un daou pe a dri de' me a vo lazhet ivez

Pa vin 'ruet war an dachenn evit bezañ fuzuilhet Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet

Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet Gant ur mouchouer koton glas, mouchet ma daoulagad

Gant ur mouchouer koton glas, o! mouchet ma daoulagad Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ kamarad

Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ mignon Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon

Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon Setu aze ar rekompañs evit lazh' ur c'habiten

Kaset keloù da ma zud , o! skrivit war paper gwenn Lârit dezhe vin chomet o! amañ war an dachenn

Ne lavarit ket d'am zud o! peseurt marv m'eus bet Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved

Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved Pe en traoñ 'barzh ar mor don 'giz ar vartoloded

Commentaires

Chanson de déserteur, qui après avoir tué son capitaine est rattrapé et attend son exécution.

Sources

Entendu sur le cd "Gwrizioù"